Ul linenn hent-houarn zo etre Redon ha Roazhon, niverennet 468000 en anvadur Réseau ferré de France (RFF).
- 7 a viz Ebrel 1855 : dre un dekred digant an impalaer Napoléon III e voe fiziet savidigezh ul linenn hent-houarn 1 forzh hepken etre Roazhon ha Redon d'an embregerezh Compagnie des chemins de fer de l'Ouest (CCFO)[1].
- 21 a viz Gwengolo 1862 : digoradur al linenn[2].
- 1881 : un eil forzh a voe staliet etre Merzhereg ha Redon [3].
- 1913 : heñvel a voe graet en troc'had Roazhon-Bruz.
- 1914 : heñvel en troc'had Bruz-Mezeg.
- 1928 : heñvel en troc'had Mezeg-Merzhereg ; daou forzh a voe penn-da-benn d'al linenn neuze[3].
- 2014-15 : nevesaet e voe ar forzhioù a-hed 110 km etre Sant-Jakez-al-Lann hag Avezeg.
- 2018 : evit prientiñ digoradur an tremenerezh TGV Brezih – Broioù al Liger e voe kemmet kemennerezh al linenn, eus ar reizhiad BAPR d'ar reizhiad BAL, ar pezh en deus dilamet ur 7 munutenn bennak diouzh pad pep beaj penn-da-benn hag aotreet muioc'h a drenioù da dremen.
- PK = Poent Kilometrek porzh-houarn kozh Pariz-Montparnasse (Adalek porzh-houarn Roazhon)
Ehan |
Kumun |
PK
|
Roazhon |
|
373,250 (0,000)
|
Sant-Jakez-al-Lann (ti-gar ebet ken) |
|
378,709 (5,459
|
• Ker Lann (ti-gar ebet) |
Bruz |
382,008 (8,758)
|
Bruz (ti-gar ebet ken) |
383,901 (10,651)
|
Lalieg (ti-gar ebet) |
Gwizien |
390,697 (17,447)
|
Gwizien – Gwikomm (ti-gar ebet ken) |
394,915 (21,665)
|
Sant-Senour – Plegastell (ti-gar ebet) |
Sant-Senour |
399,468 (26,218)
|
Plegastell (ti-gar ebet ken) |
|
403,144 (29,894)
|
Gwipri-Mezeg |
|
410,279 (37,029)
|
Fougeray-Landegon (ti-gar ebet ken) |
Landegon |
421,595 (48,345)
|
Bellae (ti-gar ebet ken) |
Gwenvenez-Penfaou |
425,865 (52,615)
|
Merzhereg (ti-gar ebet ken) |
|
430,417 (57,167)
|
• Avezeg (ti-gar ebet) |
|
436,947 (63,697)
|
Redon |
|
444,450 (71,200)
|
- (fr) Nennig,Jean-Pierre. Le chemin de fer de Bretagne-Sud. Pornizhan : JPN Éditions, 2010 (ISBN 978-2-9519898-5-6).