An Ti a Drizek Siminal
Neuz
An Ti a Drizek Siminal zo ur romant polis gant Roparz Hemon, savet e brezhoneg eeun hag embannet gant Al Liamm e 1956.
Ar romant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an dri a viz Gwengolo ec'h arru e Kameled Youenn Jigouzo, kazetenner diouzh e vicher en Oriant, da ziskuizhañ e-pad ur pemzektez. Ha kenkent ha staliet er gambr en deus feurmet ec'h arvest, a-bell, ouzh ur muntr... e-barzh ur c'hevrinus a di, hanter ziskaret ha trizek siminal warnañ. Gallout a ra kregiñ an enklask.
Adembannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adembannet e oa bet al levr e 1998 gant Embannadurioù Hor Yezh hag e 2010 gant An Alarc'h Embannadurioù.